Degemer ar geriadur Galleg-brezhoneg, Accueil du dictionnaire français-breton Degemer geriadur bruderezh evit ar geriadur
Titouroù diwar-benn ar geriadur galleg - brezhoneg

Skipailh Geriadur.comOrin an titouroùKevelerien

ORIN AN TITOUROÙ

Trugarez d'an holl re o deus labouret war ar brezhoneg hag o deus sikouret ac'hanomp da sevel geriadur.com.

    Diazoù ha korpus

  • Labouret he deus STUR gant kalz a ditouroù liesseurt. Abaoe 1995 e labour ar gevredigezh war ar geriaouegi, implijet evit an difazier kentañ e brezhoneg "DIFAZI 99" hag ar c'hoari "Kuzhig 2".
  • Implijout a ra Stur ur c'horpus (un dastumad skridoù e brezhoneg) a vod ouzhpenn 1 000 000 a frazennoù ennañ, kavet er skridoù kozh ha nevez, gant skrivagnerien a bep seurt, hag a bep lec'h.
    Geriadurioù hollek implijet war-eeun pe en un doare dieeun :

  • Catholicon (XVvet)
  • Dictionnaire breton-françois du diocèse de Vannes, Chalon (1723)
  • Dictionnaire françois-celtique, Gregoire de Rostrenen (1732)
  • Dictionnaire françois-breton du dialecte de Vannes, L'Armerye (1744)
  • Dictionnaire de la langue bretonne, Dom Louis Le Pelletier (1752)
  • Dictionnaire celto-breton, Le Gonideg (1821)
  • Nouveau dictionnaire pratique français-breton, A.-E. Troude (1869)
  • Nouveau dictionnaire pratique breton-français, A.-E. Troude (1876)
  • Geriadurik ar brezoneg, Emile Ernault (1927)
  • Grand dictionnaire Français-Breton, F. Vallée (1931, 1942)
  • Danvez Geriadur, Gaston Esnault (1913, 1966-77)
  • Geriadur Istorel ar Brezhoneg, Roparz Hemon (1958-1979)
  • Evezhiadennoù war c'heriadur brezhonek-gallek Roparz Hemon, Frañsez Kervella (1961)
  • Dictionnaire français-breton vannetais, Meriadeg Herrieu (1981)
  • Dictionnaire classique Français-Breton, René Le Gléau (1983-1994)
  • Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Francis Favereau (1992)
  • Geriadur bihan brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg, Divi Kervella (1993-2005)
  • Geriaouegi Ofis ar Brezhoneg, Termbret, Ofis ar Brezhoneg (1999-2005 )
  • Geriadur brezhoneg, An Here, 2001
    Geriaouegi ha labourioù resisoc'h hon eus labouret ganto, ouzhpenn ar geriadurioù a-us :

  • Anvioù annezidi kumunioù Breizh, stêrioù, broioù ar bed
  • Anvioù amprevaned
    • Labourioù Gwennole ar Menn
  • Anvioù gwez
    • Labourioù Roland Mogn
  • Anvioù bronneged
    • Anvioù Bronneged Europa, Termbret, Ofis ar Brezhoneg
  • Korfadurezh
    • Geriadur ar gorfadurezh, Abanna (1960-1963)
  • Kumunioù Breizh
    • Labourioù ar Servij Glad, Ofis ar Brezhoneg
  • Anvioù laboused
    • Hor Yezh, P. Herbert
    • Al Lanv, Tugdual Huon
    • Labourioù Gwennole ar Menn
  • Anvioù pesked
    • Ichtyonymie bretonne, Alan-Gwenog Berr (1973)

Ar bajenn-mañ a vo klokaet tamm-ha-tamm. Ma welit fazioù, trugarez da gelaouiñ ac'hanomp.

 

 
   

 




Geriadur.com © 2006  Stur - Tangi ar Menn